Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/449

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
417
pedervet loden.

loud da gana an Aviel, da rei ar gommunion ha da breseg comzou Doue ; mæs hirio e canont an Aviel hepquen. Hervez ar Scritur, an dradition hac an deologianet, an urs-ma a zo ur sacramant, rac beza ez eo ur sîn sansibl pehini a brodu ar c’hraç. An ini a receo an urz a abostoler, a avieler hac a velec, n’er c’hemer quet anezan e-unan, mæs ar viquel-vras a lavar d’an escop penos Ilis an Autrou Doue a c’houlen ma vezo an abostolerien pere so eno præsant enoret eus ar garg a avielerien : postulat sancta mater Ecclesia ut hos præsentes subdiaconos ad onus diaconatus ordinetis ? [1]An escop a respont : anaout a rit-hu ez-int dîn : scis illos dignos esse ? Hac o veza clevet ez-int e quement a ma c’hall an den en anaout, e lavar : Doue ra vezo meulet : Deo gratias. Neuse e parlant dezo eus ar garg vras a recevont hac o veza astennet e zaouarn azioc’h o fen, e supli ar Speret Santel da zisquen en o c’halonou evit ma c’hallint en em zifen a-enep ar spe-ret tentatour : accipe Spiritum Sanctum ad robur, ad resistendum diabolo et tentationibus ejus. An Ilis a c’houlen ive evit an avielerien an urs sacr eus a veleguyach : postulat sancta mater Ecclesia, etc. An escop o veza clevet ar viquel-vras o lavaret e vilitont, a barlant d’an assistantet eus an dessin en deus da rei an urzou sacr d’ar re a bræsanter dezan, ha neuse e ra dezo un instruction gaër var ar fonctionou eus ar garg a c’houlennont : goude an instruction-ma e laca dezo o stol croazet var o fultrin, evit rei dezo da entent penos e tleont bale varlerc’h Jesus-Christ dre ent ar groas ; goude e vez roet dezo ar gazul pe-hini a vez dalc’het pleguet azioc’h o c’hein, an

18.

  1. [Ibid., De ordin. diaconi.]