Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/427

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
395
pedervet loden.

ini a goës e bec’hejou, a renq beza resolvet-mâd da ober ar binigen roet dezan gant e göessour, da lavaret eo, da satisfia, hervez e oll c’halloud, da Zoue ha d’an nessa : ret eo ive dezan desirout en e galon an absolven eus e oll bec’hejou ; hep an diou gondition-ma, ar goëssion a so null, o veza ma supos ato ur guir glac’har da veza offancet Doue hac ur volontez sincer hac absolu da satisfia d’e justiç ha da veza pardonet.

Gant piou ha p’heur eo bet instituet ar goëssion ? Obliget omp-nî da goës hor pec’hejou ?

1° Ar goëssion a zo bet instituet gant hor Zalver Jesus-Christ goude e resurrection, en amzer ma roas d’e ebestel ha d’o successoret er veleguyach ar galloud da effaci ar pec’hejou : rac, evit gallout effaci ar pec’hejou eo ret o anaout, hoguen cals anezo ne allont beza anavezet nemet dre’r goëssion, anez ar goëssion, e vize bet eta alies inutil d’an ebestel ha d’o successoret er veleguyach ar galloud o devoa recevet da effaci ar pec’hejou, hac evel ne ra, ha ne ro Doue netra inutilamant, o veza ar furnez souveren, e c’hallomp conclui gant guirionez penos Doue e-unan eo a ordren deomp coës hon oll bec’hejou. Doue a roas d’e ebestel ha d’ho successoret er veleguyach ar galloud da liama ha da zisliama ar pec’her, dedit eis potestatem ligandi atque solvendi [1] ; ar pez a ro sclaer da anaout penos o instituas evel barnerier, hoguen ur barner ne dle douguen nep seurt barnidiguez, nemet goude beza anavezet-mâd buez an dud a bræsanter dirazan. Ar pec’het a ur c’hlênved a behini ar veleyen o deus recevet digant Doue ar galloud da barea an

  1. [Lavar boutin.]