Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/426

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
394
doctrin ar guir gristen.

varet eo, ar galloud da exerci ar fonctionou sacr en ur barres, evel ma renq an escop e-unan caout digant ar pap juridiction da exerci ar fonctionou a escop en escopti merquet dezan. Ar pap, o veza successor da sant Per ha viquel da Jesus-Christ var an douar, en deus guir ha juridiction var an Ilis universel, quemen-ma a zo un articl a feiz ; da sant Per ha d’e successoret eo en deus lavaret an Autrou Doue : c’hui a zo Per [1], ha varnoc’h-hu ha var ho successoret eo e fonthan va Ilis gant pehini e chomin betec fin ar bed, evit he c’hundui, he miret da gueza en errol, hac he difen a-enep an drouc speret : me a ro deoc’h alc’huëziou ar barados, dihoallit ha maguit va dênved [2], pep galloud-so roet d’în en êe ha var an douar [3] : me ho caç da zavetei ar bed evel ma zoun digacet va-unan gant va Zad [4]… Dre’r c’homzou-ma hor Zalver a roas d’e ebestel, ha d’o successoret er veleguyach, ar galloud a juridiction : evit exerci ar fonctionou sacr eo ret beza aprouet ha cacet gant ar superioret ecclesiastic, evel ma oa aprouet hor Zalver ha cacet gant e Dad eternel, hac evel ma caças e-unan e ebestel gant ar galloud da gaç o-unan re-all var o lerc’h. Un intru eo eta ur belec pehini ne dê quet unisset gant e escop, hac un intru eo un escop pehini ne dê quet unisset gant ar pap : o oll fonctionou a zo null ha sacrilach, badezi hepquen a ellont, abalamour pep den a ell en ober ; absolvi a ellont ive an dud en articl ar maro, abalamour an Ilis a ro neuse dezo juridiction, gant aon ne berisse nicun eus he bugale, mæs ne allont ober quen trâ hep offanci Doue.

6° Evit receo pinigen hac absolven anezo : an

  1. [Matth. XVI, 18.]
  2. [Joan. XXI, 15-17.]
  3. [Matth. XXVIII, 18.]
  4. [Cf. Matth. X, 16 ; Luc. X, 3.]