Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/428

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
396
doctrin ar guir gristen.

dud ; hoguen ar medicin, eme sant Jerôm, na ell quet parea un den eus a ur c’hlênved pehini ne oar quet da anaout [1]. Doue e-unan eo en deus eta instituet ar goëssion, en amzer ma roas d’e ebestel ar galloud da breseg e Aviel dre ar bed, da liama pe da zisliama, da lavaret eo, da rei pe refusi, an absolven , hervez dispositionou ar pec’her.

2° Ar goëssion instituet gant hor Salver e-unan a zo bet pratiquet en amzer an ebestel, rac len a reomp er Scritur penos an habitantet a Samarï goude beza recevet sclerigen ar feiz, dre c’hraç Doue ha dre labourou spirituel an aboslol sant Paul, en em adresse dezan evit coës ho fec’hejou : multi credentium viniebant confitentes actus suos [2]. Sant Irenee pehini a veve en amzer an abostol sant Ian, sant Cyprien, Tertulien, Origên ha cals a zoctoret-all eus an Ilis, a lavar oll penos gourc’hemen ar goëssion a oa anavezet ha pratiquet en o amzer. Guir eo penos en amzer guenta eus an Ilis e parlantet cals nebeutoc’h eus ar goëssion, abalamour cals a receve ar vadiziant en un oad avancet hac a gonserve graç ho badiziant betec ar maro, hac abalamour c’hoas, en amzer guenta-se, e consideret ar goëssion evel un dever a obligation da behini ne vanque jamæs hon tud-coz er feis, elleac’h hirio e fell da gals-bras a gristenien e zilezel evel un dever a zevotion pehini, var o minou, a zo deut da veza partach ar bobl simpl hepquen. En eizvet canved, an histor ecclesiastic [3] a ra deomp da anaout unan-bennac eus a goëssoret hon rouanez, evel coëssour Louis an Deboner, coëssoret Charles-Martel ha Charl-Magn : hoguen ar c’hustum da goëss

  1. [Hieron., Comm. in Eccles., 10 : quod ignorat medicina non curat.]
  2. [Act. XIX, 18.]
  3. [Fleury, Charles (Abbé), Histoire ecclésiastique…, Paris, 1691 sqq. (20 vol.).]