Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/411

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
379
pedervet loden.

hon deus græt ? An ini, eme hor Zalver, a zebr eus va c’horf hac ev eus va goad, a recevo ar vuez eternel, hac a ressuscito da fin ar bed evit un æternite a vonor [1] : o communia , e recevomp ar merq, ar c’hachet, an assuranç eus an eurusted-se, rac receo a reomp er bed-ma, ar memes Doue pehini a vezo hon recompanç er bed-all. Hor c’horfou, evit guir, a vezo, evel corfou ar bayanet, discaret gant ar maro, cuzet dindân an douar ha flastret gant an treid ; mæs ressuscita a raint dre’r galloud a Zoue, ha partagi a raint, gant hon eneou, ar joausded eternel !




AR BINIGEN


consideret evel vertus.


Ar guer pinigen a sinifi beza poaniet : pœnâ teneor. Ar binigen a zo ur vertus moral ha dreist-natur, pehini a zoug an den da zetesti e bec’het, etre ma’z-eo un offanç da Zoue, gant ur propos ferm d’en em gorrigea ha da satisfia. Hanvet eo ur vertu, rac ur vertus a zo un inclination-vâd pehini a zoug an den da gonformi e actionou d’ar ræson ; hoguen ne deus netra ræsonaploc’h eguet detesti an drouc ha caret ar mâd... Ur vertus moral, evit e diffaranti eus ar vertuziou theologal, pere o deus Doue evit objet quenta, evel ar feiz , an esperanç hac ac garantez... Hanvet eo c’hoas ur vertus moral dreist-natur, rac ma’z-eo ur mouvamant-mâd hac un donæzon a Zoue, hervez ar c’homzou-ma eus ar Scritur : convertissit ac’hanon, ô va Doue, hac e vezin convertisset, [2]

  1. [Joan. VI, 54-55.]
  2. [Jer. XXXI, 18 : converte me, et convertar, quia tu Dominus Deus meus.]