Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/410

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
378
doctrin ar guir gristen.

conspectu meo mensam adversùs eos qui tribulant me [1]. En amzer ne ouzomp petra da ober, na pe-leac’h en em drei, etouez dangerou ar bed, tostaomp gant an dispositionou requis, ous ar gommunion, hac e recevimp an ners hac ar sclerigen a bere hon deus ezom : accedite ad eum et illuminamini [2]. Ne zanter quet ar vâd a ra ar gominunion d’an ene, evel ne zanter quet ar blanten o crênvaat hac o cresqui, mæs ne dê quet nebeutoc’h guirion penos e crêva hac e cresq… Ar remejou a bræserv an dud ous ar c’hlênved, a zo da nebeuta quer precius evel ar re a rent ar yec’het ; hoguen ar gommunion santel a ra an eil hac eguile ; crêvaat a ra hon ene hac e furifia a ra eus ar pec’hejou veniel a gometomp ; hor præservi a ra eus ar pec’hejou marvel, o vouga ennomp an tân eus hor goal inclinationou, o rei deomp horrol eus ar pec’het, hac oc’h ober deomp caout joa ha contantamant e servich an Autrou Doue, eus a behini e rent deomp al lezen douç hac agreabl : evel-se ar c’honcil a Drant a lavar penos ar gommunion a zo er memes amzer ur remed hac ur præservatif : antidotum quo liberamur a culpis quotidianis et a peccatis mortalibus præservamur [3].

4° Ar gommunion sanlel a zo evidomp un erres eus ar vuez eternel : er c’hontrajou a ra an dud etrezo e roer alies erres ; hoguen deiz hor badiziant ez eus bet græt evel ur c’hontrat mutuel etre Doue ha ni; Doue, eus e gostez, en deus prometet deomp ar vuez eternel, hac evit erres eus e bromessa, e ro deomp er gommunion e gorf, e voad , e ene hac e zivinite ; ni hon deus prometet dezan fidelite ; ha ne quet dê just e raffemp dezan ive hor c’halon en erres eus ar bromessa

  1. [Ps. XXII, 5.]
  2. [Ps. XXXIII, 6.]
  3. [Concil. Trident., Sess. XIII, can. 2.]