Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/409

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
377
pedervet loden.

commemorationem [1]; quellies guech ma communiot, e c’hanonçot va maro betec va eil donediguez : quotiescumquè manducabitis panem hunc et calicem bibetis, mortem Domini annuntiabitis donec veniat [2]. Hoguen an oll graçou a recevomp, a zo an effejou pe ar frouez eürus eus a bassion hac eus a varo hor Zalver ; gant pe seurt santimancbou a garantez hac a anoudeguez-vâd na dleomp-nî quet eta tostaat ous ar gommunion e pehini e cavomp ar zourcen eus an oll graçou bac eus an oll santelez !

3° Gresqui a ra ennomp buez ar c’hbraç, evel ma cresq ar vagadurez temporel buez ha ners hor c’horf ; hac evel ma’z-eo inutil rei magadurez da ur c’horf maro, evel-se ive ar gommunion a zo inutil ha noazus memes d’an ini ne vev quet eus a vuez a c’hraç : ar gommunion so ur vagadurez, hoguen ret eo beva aroc en em vaga… Ar gommunion ne ro quet ar c’hraç santifiant quenta, da lavaret eo, ne effaç quet ar pec’het originel, nac ar pec’hejou marvel cometet goude ar vadiziant ; mæs rei a ra deomp an eil c’hraç santifiant, da lavaret eo, cresqui a ra ar guenta, effaci a ra ar pec’hejou veniel, hac hor c’harga a ra a bep seurt graçou precius : mens impletur gratiâ [3]. Rac-se, tostaomp alies ous ar gommunion santel, mæs ispicial, pa en em zantomp affliget, goapeet, dispriset gant an dud : clêvomp neuse ar vouez a Zoue pehini a zezir en em unissa gueneomp evit hor c’honsoli : venite ad me, omnes qui laboratis, et onerati estis et ego reficiam vos [4]. O velet peguer-bras eo an niver eus a adversourien hor silvidiguez, bezomp alies recours d’an daul santel savet gant Doue evidomp en o-enep : parasti in

  1. [Luc. XXII, 19.]
  2. [I. Cor. XI, 26.]
  3. [Tho. Aq., “O sacrum convivium”, in Offic. SS. Sacram.]
  4. [Matth. XI, 28.]