hac abalamour ma’z-eo fontet var motivou pere ne ouzomp da anaout nemet dre’r feiz, evel an injur a ra ar pec’het da Zoue hac ar boan eternel a vilit… Ar vertus a binigen a zoug an den da zetesti e bec’hejou e-unan, rac detesti a alfe pec’hejou ar re-all hepquen, ha neuse ar vertus a binigen ne dalle dezan da netra… Dre’r vertus a binigen e tetestomp ar pec’het etre ma’z-eo un offanç da Zoue, ar pez a rent ar vertus-ma difffarant eus ar vertuziou-all simplamant moral pe humen, pere ne zetestont ar pec’het pe an drouc nemet etre ma’z-eo control dezo pe d’an nessa… Gant ur propos ferm d’en em gorrigea ha da satisfia; rac el leac’h ne deus cenchamant-ebet, na satisfaction-ebet da Zoue na d’an nessa, ne deus ive pinigen-ebet, e guirionez.
1. Quement ini o deus pechet goude o badi-ziant a zo absoluamant obliget da ober pinigen, da lavaret eo, d’en em excita d’ar glac’har da veza pec’het, ha da satisfia da Zoue ha d’an nessa : ma na reomp pinigen, eme ar Speret Santel, e renquimp cuëza etre daouarn un Doue leun a justiç pehini hor c’hondaono : si pœnitentiam non egerimus, incidemus in manus Domini [1]. Oll e perissot, eme sant Lucas, ma na rit pinigen [2]. Ar pec’het, eme Dadou santel an Ilis, a renq beza punisset er bed-ma gant an den, dre boaniou ber a brofitabl, pe er bed-all, gant Doue, dre boaniou eternel hac inutil evit ar re o deus e gometet. Evel na ell quet ur mæstr pardoni da ur zer-