Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/348

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
316
doctrin ar guir gristen.

gant aoun ne brofitemp quet anezo, rac occasionou a vilit int oll, pa o souffrer gant patiantet ha gant ur volontez conform da volontez an Autrou Doue. Goulen a reomp ma vezimp dilivret a bep drouc, hoguen ne deus guir drouc-ebet nemet ar pec’het pehini a ell hon ampech d’en em zavetei ; an afflictionou temporel a zo ur guir-vâd, pa vezont util evit hor silvidiguez ; er c’hontrol, ar madou-hras hac an enoriou a so ur guir drouc, pa viront ouzomp da observi lezen Doue ; dre fæçon ma pedomp Doue d’hon dilivra eus ar madou hac eus an enoriou a alfe noazout d’hon ene, evel ma er pedomp d’hon dilivra eus an afflictionou pere a alfe ive beza, dre hor faut, occasionou a bec’het evidomp.

II. Eus an drouc spirituel : da lavaret eo, eus ar pec’het pehini eo ar guir drouc; rac an afflictionou temporel ne vilitont quet an hano a vir zrouc, o veza ma c’hellont satisfia da justiç Doue, ober deomp santout ar bouez eus hor zempladurez, ha distaga hor c’halon diouz an traou crouet ; eleac’h ar pec’het ne zervich da netra a vâd, o veza ma’z-eo ur zonch, ur gomz, un action pe un omission control d’al lezen ha d’ar volontez a Zoue. Eus ar pec’het, dreist pep-tra, eo eta e c’houlennomp digant Doue ar c’hraç da veza præservet, pa leveromp : mæs hon dilivrit a bep drouc : sed libera nos à malo… Goulen a reomp c’hoas, dre’r memes comzou, eme sant Augustin, ar c’hraç da veza dilivret eus an drouc sperejou [1], da lavaret eo, eus a zrouc speret an ourgouill, ar gourmandis, al luxur, ar goler, an diegui, en un guer, eus ar sperejou-fall-se pere so adversourien hor silvidignez, hac a rôd, hep

  1. [An dro-lavar « liberare a dæmonibus » pe « a potestate dæmonum » a vez kavet lec’h-mañ-lec’h en De civitate Dei : gw. dre sk. chab. XXXI.]