Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/349

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
317
teirvet loden.

hean, endro deomp, evel leoned arraget, o clasq hon discar ha rei ar maro d’hon ene dre’r pec’het [1]. Evit enebi outho, an abostol sant Per [2] a lavar deomp derc’hel-mâd d’an arm galloudus eus ar feiz, da lavaret eo, caout recours da Zoue pehini a deuï pront d’hor sicour, ha pehini ne bermeto quet d’an drouc sperejou hon tenti en tû-all d’hon ners. Dre’r memes peden e c’houlennomp ive beza dilivret eus hor passionou hac eus hor goal inclinationou pere hon doug varzu ar pec’het, da lavaret eo, e choulennomp ive dre’r c’homzou diveza eus ar Bater, ar c’hraç da veza dilivret, non pas hepquen eus ar poaniou temporel hac eus ar pec’het, mæs c’hoas eus an oll dentationou dangerus evit hor silvidiguez.

III. Eus an drouc eternel : da c’houzout eo, eus an ifern pehini eo ar guir drouc hep fin-ebet. Mæs penos e vezo præservet eus ar poaniou eternel ar re pere a gar ar pec’het pehini en deus toullet an ifern ha pehini a gundu d’ar plaç-ma a dourmant ? An dud ourgouillus a lavar da Zoue : dilivrit ac’hanomp eus an ourgouill hac eus ar boan eternel dleet dezan ! cousgoude e cuntinuont da zisprisout ar re-all, ha da glasq an enoriou hac ar plaçou quenta… An dud gourmand a lavar ive : dilivrit ac’hanomp eus ar gourmandis ! petra-bennac ma reont bepret o Doue eus an evach hac eus an dibri… Hon dilivrit eus an avaristet, eme an dud avaricius, en amzer ma vagont en o c’halon un dezir dreist-voder da zestum madou… Ar re-ma oll a ra goab ous Doue : fachet-bras e vent da obteni diganthan ar pez a c’houlennont : o c’halon a zo stag ous ar pec’het hac o feden a zo fall-bras… Penos e c’hallont-hy guervel Doue

  1. [Cf. I. Pet. V, 8 : adversarius vester diabolus tamquam leo rugiens circuit, quærens quem devoret.]
  2. [Ibid.]