Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/347

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
315
teirvet loden.

dre sicour pehini hon deus gouneet ar victor var adversourien hor silvidiguez ; rac ac’hanomp hon-unan, ne allemp netra ; ha cuntinui da veilla ha da bedi ; rac an ini a zeblant dezan beza ferm en e za, a dle c’hoas en em zerc’hel var evez, eme an abostol [1]. Mar domp bet trec’het gant an dentation, e tleomp, da guenta, en em excita d’ar glac’har da vezâ offancet Doue, o consideri penos dre hor pec’het hon deus outraget ar guella eus an oll dadou, crucifiet a nevez hon redemptor benniguet, collet ar barados ha militet an ifern : d’an eil, quemeret ar propos ferm da goës hor pec’het quenta ma vezo possubl deomp ; da ober ur binigen-bennac ac’hanomp hon-unan, dre exempl, da lavaret ur beden, da ober ur yun, da rei un aluzen-bennac d’ar paour, ha da satisfia, guella ma vezo possubl deomp, da Zoue ha d’an nessa ; d’an drede, quemeret guelloc’h resolutionou d’en em viret ous ar pec’het en amzer da zont, pedi gant muioc’h a zevotion ha beilla gant muioc’h a zourci.

eizvet goulen.
Mæs hon dilivrit a bep drouc.

Dre’r c’homzou-ma e c’honlennomp digant Doue ar c’hraç da veza dilivret eus a dri seurt drouc : eus an drouc temporel, eus an drouc spirituel hac eus an drouc eternel.

I. Eus an drouc temporel : da lavaret eo, eus ar c’hlênvejou, ar baourentez, ar famin, ar brezel, ar goal amzer ha generalamant eus a oll boaniou ar vuez-ma : goulen a reomp digant Doue ar c’hraç da veza dilivret eus an oll boaniou-ma,

  1. [I. Cor. X, 12.]