Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/346

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
314
doctrin ar guir gristen.

occasion eus ar pec’het, evel ma’z-eo bale diarc’hen var glaou-beo, hep devi plantou an treid [1].

III. Epad an dentation e tleomp, pedi ac enebi outhy, pell d’en em arreti, ha d’en em blijout enny chasseal pront a dleomp, eta ar zonch, an dezir-fall-se, evel a reas huechal hor Zalver e-unan pehini a bermetas d’an drouc speret e denti, evit disquez deomp penos an dentation ne dê quet ur pec’het, ha penos e tleomp en em zizober anezi. En em dên-buan, a lavaras hor Zalver d’an drouc speret : vade retro, satanas [2] ; ha cetu aze ive ar pez a dleomp da ober : pellaat pront diouzomp ar pez a dent ac’hanomp, ha guervel an Autroü Doue d’hor sicour, evel a reas an ebestel, en amzer-ma oa cê-bras an avel, ha rust ar mor : Domine, salva nos, perimus [3]. Ar beden eo an arm a laca an drouc speret da guemeret an tec’h : dre’r beden ha dre zin ar groas eo ê vezimp victorius : in hoc signo vinces [4]. Ar zonch eus hor finvezou diveza a zo ive ur remed excellant a-enep an dentation, eme ar Speret Santel : memorare novissima tua, et in æternum non peccabis [5]. En em sicouromp hon-unan evel Joseph pehini a lezas e vantel etre daouarn greg Putiphar pehini a falle dezi e lacât da bec’hi [6]. Lavaromp ennomp hon-unan gant an Aviel : petra servich d’în-me gounit ar bed-oll, mar collan va ene ? [7] pe gant sant Philip a Neri : dalc’hit-mâd d’în, ô va Doue, rac beza ema oun var ar poënt d’ho quitaat ha d’en em goll ! [8] pe gant sant Augustin : evit ur moment a blijadur ez in-me da vilitout un æternite a dourmant ! [9]

IV. Goude an dentation : mar hon deus bet an heur-vâd d’he zrec’hi, e tleomp trugarecât Doue,

  1. [Cf. Cypr., De singul. cleric. ; Hieron., Epist. XLII (ad Ocean.), 3. (N'eo ket evit bezañ kavet en Skritur sakr.)]
  2. [Matth. VIII, 33.]
  3. [Matth. VIII, 25.]
  4. [Hervez Euseb. Cæsar., Vita Constant. imp., I, 31.]
  5. [Eccli. VII, 40.]
  6. [Gw. Gen. XXXIX, 12.]
  7. [Matth. XVI, 26 ; Marc. VIII, 36 ; Luc. IX, 25.]
  8. […]
  9. [Gw. uh.]