Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/345

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
313
teirvet loden.

nou peurvuia a barlant eus a abondanç ar ga-lon, eme ar Speret Santel : ex abundantia cordis os loquitur [1] mar deo eta fall ho comzou, credit eo fall ho calon : ho langach a ro da anaout piou ez-oc’h : loquela tua te manifestum facit [2]. Diouz hoc’h oberou e viot ive anavezet evel ar vezen eus e frouez : ex fructibus eorum cognoscetis eos [3] ; guelit eta hac int-so mâd ho songesonou, ho comzou, hoc’h oberou, ha beillit varnoc’h hoc’h-unan ; mæs pedit ive an Autrou Doue d’ho sicour… Nebeud e servich deomp guelet eo fall an amzer, diæz an hent, pe rust ar mor, hep goulen-digant Doue ar sicourou a bere hon deus ezom : pedomp eta hac e vezimp sicouret ; hor Zalver e-unan a lavar deomp penos quement a c’houlennimp digant e Dad en e hano a vezo accordet deomp : quodcumque petieritis Patrem in nomine meo, dabit vobis [4]. En em zihoal a dleomp ive eus an diegui pehini-so ar vamen eus a un niver-bras a viçou, eme ar Speret Santel : multam malitiam docuit otiositas [5] ; grit, eme sant Jerom, ma viot cavet ato occupet, pa deuï an drouc speret d’o tenti : fac ut diabolus inveniat te occupatum [6]. An drouc sperejou a antren e calon an den diegus evit e denti e pep fæçon, evel al laeron en un ty digor a bep costez, evit quemeret quement a gavont. Evit non pas beza tentet, hon dever eo tec’het diouz ar goal occasion : an ini a gar an danger a berisso ennan, eme hor Zalver : qui amat periculum, in illo peribit [7]; hac an ini a guntinu da vale dre un hent risclus, n’en deus quet a gueuz avoalc’h da veza cuezet : cecidisse satis non piget, qui in lubrico ambulat[8]. Quen impossubl eo, eme ar Scritur, chom hep pec’hi, en

14

  1. [Matth. XII, 34 ; Luc. VI, 45.]
  2. [Matth. XXVI, 73.]
  3. [Matth. VII, 20.]
  4. [Joan. XV, 16.]
  5. [Eccli., XXXIII, 29.]
  6. [Hieron., Epist. CXXV (ad Rusticum), 11.]
  7. [Eccli. III, 27.]
  8. [Cf. BERN, Serm. in die Paschae, 17.]