Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/330

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
298
doctrin ar guir gristen.

mennou hac oc’h en em zoumeti e pep-tra d’an urs eus e Brovidanç divin : rac-se pa leveromp da Zoue : ho polontez bezet græt, e c’houlennomp diganthan ma c’hoboisso an oll dud d’e lezen var an douar, ha ma en em zoumetint oll d’ar secrejou adorabl eus e brovidanç, evel an ælez hac ar zænt en êe. Eürus ar re a vir-mâd lezen Doue ; rac, ar re a vir-mâd e lezen a santifi e hano santel, a vev en e c’hraç, hac a ra e volontez ! Ar re-ma eo an dud-so quemeret gant hor Zalver evit e vreur, e c’hoar hac e vam, abalamour ma reont fidelamant bolontez e dad pehini-so en êe : quicumque fecerit voluntatem Patris mei qui in cœlis est, ille frater, et soror, et mater est [1]. Ar zervicherien fidel ma o consideri Doue e personach quement ini o deus autorite varnezo, ne zentont nemet ous Doue, hac a rên evel-se var o fassionou ha var guement-so : servire Deo, regnare est [2]… Beza soumetet e pep-tra d’an urs eus a brovidanç Doue, a zo receo pep-tra eus e bers gant humilite ha gant ur gonformite barfet d’e volonlez santel. Ar vâd hac an drouc, ar vuez hac ar maro, ar baourentez hac ar madou a recevomp eus a zorn Doue : bona et mala, vita et mors, paupertas et honestas à Deo sunt [3] ; hor bolontez a dle eta beza ato conform da volontez Doue pehini ne ra ha ne bermet netra nemet evit hor brassa mâd : diligentibus Deum, omnia cooperantur in bonum [4]. Ne erru netra gueneomp nemet evit hor punissa eus hor pec’hejou, evit amprou pe evit cresqui hor milit dirac Doue. En em humiliomp eta dindan e zorn oll-galloudus ; anzavomp ez-omp coupabl, hac hon deus militet cals muioc’h a boan : humiliamini sub potenti ma-

  1. [Matth. XII, 50 ; Marc. III, 35.]
  2. [Gw. uh.]
  3. [Eccli. IX, 14.]
  4. [Rom. VIII, 28.]