Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/331

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
299
teirvet loden.

nu Dei [1] ; petra-bennac a erru gueneomp, n’en em affligeomp quet dreist-voder : non contristabit justum guidguid ei acciderit [2] ; mæs souffromp pep-tra e speret a binigen gant ur propos ferm d’en em gorrigea eus ar fautou e pere e cuëzomp quellies a vech ha pere o deus martese tennet varnomp coler Doue : consideromp ar pez a erru gueneomp evel un effet eus e drugarez, o veza ma punis ac’hanomp er bed-ma evit gallout hon espergn er bed-all. Misericordiæ Domini, quia non sumus consumpti [3] ; ne dê quet bet quen trugarezus en andret cals a dud pere-so bet scoet gant ar maro ha præcipitet er poaniou eternel, præst goude ar pec’hejou quenta o devoa cometet.

II. Bolontez an Autrou Doue a ellomp da anaout dre’r Scritur sacr pehini a vez espliquet deomp gant an Ilis, ato cunduet gant ar Speret Santel, ha pehini abalamour da ze na ell nac en em drompla, nac hon trompla ; d’an eil, dre’r gourc’hemennou divin en deus roet deomp evit gounit ar vuez eternel ; d’an drede, dre urzou hor superioret spirituel pere a zalc’h e blaç var an douar, ha pere en deus carguet d’hor c’hundui en hent eus ar silvidiguez, evel ma’z-eo hon tad santel ar pab, an esquibien, hor c’hoëssoret, ar bastoret nac ar brædicatoret : d’ar re-ma oll e lavar en e Scritur : an ini o selaou am zelaou [4] ; hac an ini o tispris am tispris ; d’ar bevare, dre urzou hor superioret temporel, evel ma’z-eo hon tadou hac hor mamou, ar brincet hac ar re o deus recevet un autorite bennac digant Doue varnomp, rac, pep autorite a zisquen eus an èe, eme an abostol : omnis potestas à Deo [5] ; enebi ous ar su-

  1. [I. Pet. V, 6.]
  2. [Prov. XII, 21.]
  3. [Thren. III, 22.]
  4. [Luc. X, 16.]
  5. [Cf. Rom. XIII, 1.]