Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/329

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
297
teirvet loden.

lochen pe ar prison tênval e pehini hon ene he deus dienez a bep-tra, Doue a roi deomp ur rouantelez, en peleac’h e vezimp eternelamant eürus hac evel en ur mor a ziliçou !… O rouantelez divin e pehini e rên va Doue, hac e pehini e tlean rên assamblez ganthan, p’heur e c’herruin-me ennoc’h ! Quandò veniam et apparebo ante faciem Dei ! [1] Piou a roi d’în-me diou-esquel evel d’ar goulm, ma c’hallin nigeal d’en em reposi em bro ! Quis mihi dabit pennas, ut columbæ, et volabo et reguiescam ! [2] Piou a doro ar chaden am dalc’h-pell diouz va Doue, ha diouz va bro ! Seblantout a ran d’în guelet sænt ar barados oc’h va deport hac o c’hasten d’în o daouarn evit va diguemeret en o zouez : me espectant justi, donec retribuas mihi !!! [3]

trede goulen.
Ho polontez bezet græt var an douar evel en êe.

Evit santifia-mâd an hano santel a Zoue eo ret e renfe en hor c’halonou dre e c’hraç, hac evit ma reno en hor c’halonou dre e c’hraç, eo necesser deomp ober e volontez, da lavaret eo, miret e c’hourc’hemennou ; cetu perac en em heuill an tri goulen quenta, pere o deus Doue evit objet.

Dre’r c’homzou-ma : ho polontez bezet græt var an douar evel en êe, e c’houlennomp ar c’hraç da ober bolontez Doue var an douar evel ma ra an ælez hac ar zænt er barados… Petra eo ober bolontez Doue ; penos e c’heller he anaout ; e pe fæçon e tleer he accomplissa ?

I. Bolontez Doue a reomp o viret e c’hourc’he-

  1. [Ps. XLI, 3.]
  2. [Ps. LIV, 7.]
  3. [Ps. XLI, 8.]