Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/328

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
296
doctrin ar guir gristen.

pehini a bromet Doue deomp, a zo infinit : henvel eo, eme ar Speret Santel, ous a un tenzor cuzet, hac ous a ur mên precius ; an ini a oar o anaout, a ro quement en deus evit o acquisita [1] : ne dê quet memes avoalc’h rei quement hon deus ; en em rei a dleomp hon-unan, quentoc’h evit mancout da gaout ar rouantelez caër-se : rac-se, santPaul a lavare, hac an oll verzerien o deus lavaret hac a lavaro evelthan : piou a zispartio ac’hanon-me eus a garantez Jesus-Christ ? nan, nan, nac ar sec’het, nac an aon, nac ar c’hlênved, nac ar yec’het, nac ar vuez, nac ar maro ne vezint capabl d’am ampech da garet va Zalver ha va Doue ! [2] Caret an traou spirituel, a zo huanadi alies varzu an êe pehini eo hor bro, evel a rê ar zænt e general, hac e particulier sant Ignaç a Loyola, pa lavare : o peguen dister e cavan au douar, pa sellan ous an êe ! Quam mihi sordescit terra dum cœlum aspicio ! [3]

En em gonsideromp eta var an douar, evel pelerinet pere o deus guir da rên en o bro pehini eo an êe : na heuillomp quet exempl Esaü pehini a verzas evit ur plat louzou ar guir quenta en devoa en hæritach hac e benediction e dad, o veza e vab-êna [4] ; nac exempl ar gristenien fall-se pere, evit un nebeud madou terrien, pe evit ur moment a blijadur, a zacrifi madou an êe hac un eternite a vonor ! Ma lavarre ur roue da ur paour : pa guëzo ho lochen, pe ho cabanen, e pehinih oc’h eus dienez a bep-tra, roe a roï deoc’h ur palæs caër e pehini ho pezo pep-tra en abondanç, pebes hast n’en deffe quet ar paour ma da velet e lochen o cuëza en e boûl ? nî eo ar beorien eürus-se ; er moment ma cuëzo ho c’horf pehini eo al

  1. [Matth. XIII, 44.]
  2. [Cf. Rom. VIII, 35.]
  3. […]
  4. [Gw. Gen. XXV, 25 sqq.]