Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/327

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
295
teirvet loden.


III. Evit goulen rouantelez Doue gant an dispositionou requis, e tleomp disprisout an traou terrien, ha caret an traou cœlestiel. Disprisout an traou terrien a zo consideri madou, enoriou ha plijaduresou an douar evel traou pere a dremen-buan, ha pere a zo dangerus-bras evit ar silvidiguez, ha derc’hel hor c’halon distag outho : divitiæ, si affluant, nolite cor apponere [1] ; disprisout an traou terrien a zo c’hoas consideri ar bed-ma evel ur mor perillus var behini e ma omp ato en danger d’en em goll, abalamour d’ar c’homzou ha d’ar maximou-fall a glêvomp ha d’ar goal exemplou a velomp : disprisout an traou terrien a zo ive consideri ar vuez-ma evel un amzer ver roet deomp gant Doue evit gounit, dre gals a boan ha dre ur brezel continuel, un eternite a eürusded : non sunt condignæ passiones hujus temporis ad futuram gloriam quæ revelabitur in nobis [2]… Caret an traou spirituel a zo caret Doue ha quement a gundu varzu ennan, evel ar beden, al lecturiou spirituel, an ofiç divin, an instructionou-mâd, an œuvrou a drugarez, en ur guer, an oll exerciçou a vertus hac a zevotion : caret an traou spirituel a zo ober un istim ar brassa eus ar graçou a ro Doue deomp er bed-ma, hac eus ar recompanç a bromet deomp er bed-all. Ar graçou a recevomp digant Doue a zo quer precius quen na eller caout, var an douar, netra da veza comparachet gantho. Madou hac enoriou ar bed-ma a zo disterroc’h eguet ar fanq, e comparæson da c’hraçou Doue, eme ar Speret Santel : an ini-so e graç Doue, a zo din da antren e sall ar banquet, da lavaret eo, e rouantelez an êe o sortial eus ar vuez-ma. Prix ar rouantelez divin-se

  1. [Ps. LXI, 11.]
  2. [Rom. VIII, 18.]