goulen quenta o deus gloar Doue evit objet, evel pa c’houlennomp ma vo santifiet e hano santel, ma roi deomp e rouantelez, ha ma vezo græt e volontez ama var an douar, en hon touez, evel e touez ar zænt en êe. Ar pevar goulen-all o deus evit objet hon ezomou hon-uuan ; evel pa c’houlennomp hor bara bemdeziec, ar pardon eus hon offançou hac ar c’hras da veza præservet eus an dentation hac eus ar pec’het.
Dre’r c’homzou-ma : hoc’h hano bezet santifiet, e c’houlennomp ous Doue ma vezo enoret e hano santel, da lavaret eo, ma vezo e-unan anavezet, meulet, caret hac adoret gant an oll, hac ispicial gueneomp-ni.
I. Requeti a reomp ma vezo enoret gant an oll an hano santel a Zoue. Hano an Autrou Doue ne dê netra-all-ebet nemet e berfectionou infinit, nemet Doue e-unan pehini a lavar en e Scritur : me-so an ini-so : ego sum qui sum [1] ; da lavaret eo, an ini zo dreizan e-unan, hep sicour ini all-ebet ; an ini-so necesseramant ; an ini-so mæstr hac Autrou souveren da guement-so, rac-se Moyses a lavar d’ar hobl a lsrael : an ini-so en deus va digacet d’ho caout : qui est misit me ad vos [2] ; da lavaret eo, dont a ran d’ho caout a bers Doue ; rac dre’n hano a Zoue, en andret-ma eus ar Bater, evel e cals a andrejou-all eus ar Scritur, e tleer entent Doue e-unan. Na dleomp quet prononç re-alies an hano a Zoue pehini-so santel ha terrubl, sanctum et terribile nomen ejus [3], gant
13