Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/320

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
288
doctrin ar guir gristen.

evel ur particulier, evel pa voue dilivret sant Per eus e brison [1]. Maes allas, en amzer a rên, e c’haller ober gant mui a ræson eguet biscoas, ar c’hlêm a rê guechal ar profet Isaï : n’en deus mui den, ô va Doue, d’ho pedi evit ho pobl : non est qui invocet nomen tuum [2] ; nan, n’en deus mui den da zerc’hel ur voalen eus ho justiç præst da zisquen varnomp evit hor punissa : non est gui teneat te [3].

Pehini-so en êe : ar c’homzou-ma a leveromp, abalamour, petra-bennac ma ema Doue e pep-leac’h, an êe a zo an trôn eus e c’hloar evel ma’z-eo an douar ar scabel eus e dreid [4]. An êe ive a zo al loden nopla eus an oll draou crouet, o veza ma chom ato ar memes tra, ha ne dê quet, evel an traou-all, sujet d’ar gorruption. Etouez an oll draou crouet n’en deus netra caër evel an heaul, al loar hac ar stered : rac-se Doue en deus choaset an êe evit ar plaç e pehini en em zisquez d’an dud eürus en e c’hloar, ho cetu perac.e leveromp hon tad pehini-so en êe, petra-bennac ma ema Doue dre-oll, ha ma hon deus ennan ar vouvamant hac ar vuez, evel a lavar an abostol : in ipso enim vivimus, movemur et sumus [5]… Lavaret a reomp c’hoas pehini so en êe evit disquez penos ar bed-ma ne dê quet hor guir vro, ha penos e tleomp en em gonsideri ama evel estranjourien ha pelerinet : evel-se ne leveromp quet: hon tad pehini-so var an douar, mæs hon tad pehini-so en êe, evit ma teui hor c’halonou hac hor sperejou d’en em zevel varzu an êe e peleac’h e rên hon tad, hac e peleac’h e tleomp rên assamblez ganthan eternelamant.

II. Beza ez-eus seiz goulen er Bater : an tri

  1. [Gw. Act. XII, 4-10.]
  2. [Is. LXIV, 7.]
  3. [Ibid.]
  4. [Is. LXVI, 1-2 (hag Act. VII, 49).]
  5. [Act. XVII, 28.]