Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/319

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
287
teirvet loden.

d’am breudeur : narrabo nomen tuum fratribus meis [1] ; ha goude e resurreclion, pa apparissas d’ar merc’het devot a oa deut da vizita e vez, e lavaras : it da gaout va breudeur ha livirit dezo eus va fers mont da C’halilee e peleac’h em guelint [2]. Lavaret a reas c’hoas d’e ebestel penos da fin ar bed e roje an hano a vreur hac a c’hoar d’ar re zisterra eus ar gristenien pere o devize heuillet-mâd e lezen [3]. Oll eta ez-omp breudeur ha c’hoarezet e Doue. Oll e tleomp caout istim ha carantez an eil evit eguile, ha non pas en em zecrial, nac en em voal-dreti evel a erru re-alies. An daouarn na zisprisont quet an treid, eme sant Augustin ; o veza memprou eus ar memes corf, en em zicouromp eta, ha laqueomp evez-mâd da noazout an eil d’eguile [4]… O veza breudeur ha c’hoarezet, pedomp an eil evit eguile hac hor peden a vezo profilabl evidomp hac evit ar gristenien-all, evel ma’z-eo profitabl ar boued a zebromp evit oll vemprou hor c’horf : pedit an eil evit eguile, eme an abostol sant Ian, evit ma viot salvet : orate pro invicem ut salvemini [5]. An Autrou Doue, eme sant Chrisostom [6], a zelaou gant plijadur an ini a bed evithan e-unan hac evit ar re-all : ar beden a reomp evidomp hon-unan a zo ur beden a necessite ; mæs ar beden a reomp evit ar re-all a zo ur beden a garantez, hac a zo meurbed agreabl da Zoue pehini a recommand deomp en em garet an eil eguile. Ar gristenien guenta n’o devoa nemet ar memes calon hac ar memes speret : cor unum et anima una [7] ; aquetus e voant da bedi an eil evit eguile, hac a vechou ur particulier a obtene graç evit ar bobl e general, evel Ananias [8] ; a vechou-all, ar bobl a obtene graç

  1. [Ps. XXI, 23.]
  2. [Matth. XXVIII, 10.]
  3. [Cf. Matth. XII, 49-50.]
  4. [Cf. Aug., C. Faust., XXI, 10 ; Enarr. in Ps. CXXX, 6 ; ha lec’hioù all.]
  5. [Jac. (neket s. Yann) V, 16.]
  6. [Ps. Jo. Chrys., Op. imperf. in Matth., hom. XIV.]
  7. [Act. IV, 32.]
  8. [Gw. Act. V, 1.]