Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/318

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
286
doctrin ar guir gristen.

nominemur et simus [1]. Christenien, eme sant Leon, anavezit an enor en deus græt Doue deoc’h ; hac o caout an heur da veza memprou da Jesus-Christ, laquit evez da zizenori ur stad quer zantel, o tistrei d’an dizurzou e pere e cuëzac’h diaguent : agnosce, ô christiane, dignitatem tuam et divinæ consors factus naturæ, noli in veterem vilitatem degeneri conversatione redire [2]. Petra da songeal eus a ur paour pehini goude beza bet adoptet gant ur prinç-bras evit e grouadur, a guntinu, en despet dar brinç, d’en em c’holo a druillou ha da veva evel diaguent ? Cetu aze imach ur c’hristen a behini ar vuez a so control d’ar zantelez eus ar c’haracter en deus recevet er vadiziant.

Guervel a repmp Doue hon tad, ha non pas va zad, evit disquez ez-omp oll breudeur hac e tleomp-oll pedi an eil evit eguile… C’hui a zo oll breudeur, a lavare Jesus-Christ d’e ebestel, ha n’hoc’h eus oll nemet un tad pehini-so en êe : vos omnes fratres estis et unum habetis patrem qui in cœlis est [3]. Quemen-se so caus ma roe an ebestel d ar gristenien eus o amzer, an hano a vreudeur. Ar pabet hac an esquibien el lizerou a adressont d’ar gristenien, hac ar brædicatoret en o zermoniou a c’halv an oll dud fidel o breudeur, abalamour ma zomp oll memprou eus ar memes corf a behini Jesus-Christ a zo ar pen ; bugale eus ar memes famill a behini ar mæstr hac an tad a zo ive hor Zalver Jesus pehini en em blich, hervez an abostol, o c’hervel ar gristenien e vreudeur : non confunditur christianos vocare fratres [4] ; ha pehini, hervez ar roue David, aroc ma oa deut var an douar, a lavare da Zoue e dad : me a zisquenno eus an êe hac a annonço hoc’h hano

  1. [I. Joan. III, 1.]
  2. [Leo M., Serm. I de Nativ. Dom.]
  3. [Cf. Matth. XXIII, 8-9.]
  4. [Cf. Heb. II, 11.]