Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/317

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
285
teirvet loden.

an excellanta, hac e c’houlennomp outhan quement a zo requis, quen evit ar chorf quen evit an ene : sevel a ra hor speret etreze an êe, ha dont a ra da unissa hor c’halon gant Doue. Eürus eta an ini a lavar devotamant ar Bater pehini so ar gaëra hac an excellanta eus an oll bedennou !

Er Bater ez-eus ur bræfaç ha seiz goulen.

I. Ar brefaç a zo composet eus ar c’homzou-ma : hon Tad pehini so en êe... Guervel a reomp Doue hon tad, abalamour ma en deus hor c’hrouet hac hon adoptet evit e vugale. Doue eo en deus tennet quement-so eus a netra : an êe hac an douar a zo al labour eus e zaouarn, ha diganthan eo hon deus recevet ar vuez : ipse fecit nos et non ipsi nos [1] ; conseryi a ra deomp, dre e vadelez hac e oll-c’halloud, ar vuez en deus roet deomp : rac, er memes moment ma c’heanne d’hor zouten, e c’heannemp ive da veva, hac e retomfemp e poultr hac e ludu, pe autramant ive e netra, hervez e volontez : cùm ceciderit, non collidetur, quia Dominus supponit manum suam [2]. Hon adoptet, da lavaret eo, hor choaset, hor c’hemeret en deus a volontez-vâd evit e vugale dre’r vadiziant. Er moment eürus-se, ez-omp deut da veza, eus a adversourien ma oamp aroc, bugale da Zoue, hæritourien d’e rouantelez ha breudeur da Jesus-Christ. Guelit, eme an abostol sant Ian, pebes carantez en deus bet Doue evidomp : roet en deus deomp-oll an heur da veza galvet, ha da veza en effet e vugale : videte qualem caritatem dedit nobis Pater, ut filii Dei

  1. [Ps. XCIX, 3.]
  2. [Ps. XXXVI, 24.]