Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/322

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
290
doctrin ar guir gristen.

aoun d’er prononç hep respet : nominatio Dei non sit assidua in ore tuo [1]. En em gontantit, eme hor Zalver, da lavaret ia ha nan, quemen-se so guir ; guemen-se ne dê quet ; ar pez a livirit ouspen a zorti eus a ur zourcen fall : sit autem sermo vester : est, est, non, non : quod his abundantius est, à malo est [2].

Evel ma’z-eo Doue hon tad, hor c’hrouer hac hor mæstr souveren pehini a dleomp da garet a greiz hor c’halon, ar c’henta tra a c’houlennomp eo ma vezo anavezet, caret ha servichet : pa leveromp eta : hoc’h hano bezet santifiet, quemen-ma ne zinifi quet e c’houlennomp ma vezo santifiet dre hor pedennou, rac Doue so infinimant zantel hac ar zourcen memes eus an oll zantelez ; mæs evel ma’z-eus var an douar cals a dud pere n’en anavezont quet, evel ar bayaned, ha pere, dre eno, ne rentont quet dezan an enor a vilit, hac evel ma ez-eus ive etouez ar gristenien un niver bras pere en dishenor dre o goal-vuez, pa leveromp ar c’homzôu-ma : hoc’h hano bezet santifiet, e pedomp Doue ma plijo ganthan rei deomp hon-unan ha d’an oll dud, ar c’hraç d’e anaout, d’e garet ha d’e zervicha-mâd var an douar. Ar goulen-ma a zo eta just ha ræsonabl, rac necesser eo deomp-oll anaout Doue, evit gallout e garet, e zervicha hac en em zavetei. En e-unan a lavar deomp en e Scritur, penos ez-eo an hent, ar virionez nac ar vuez : ego sum via, veritas et vita [3] ; penos gallout erruout en ur plaç pa na ouzor quet an hent ? penos ive erruout e rouantelez an êe hep anaout an hent pehini eo Doue e-unan ? ego sum via… An traou crouet hac hor passionou a lavar deomp e c’hello […] [(diverket eo dibenn al linenn)]

  1. [Eccli. XXIII, 10.]
  2. [Matth. V, 37.]
  3. [Joan. XIV, 6.]