Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/314

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
282
doctrin ar guir gristen.

zisposi da gommunia, hac ul loden-all o trugarecât Doue : greomp evelthan ; tremenomp an tri devez diveza eus ar sizun, oc’h en em bræpari da celebri-mâd ar zul, da assista-mâd en ofiç divin, ha da gommunia, mar dê possubl deomp ; hac an tri devez varlerc’h, o trugarecât Doue eus e c’hraçou.

Ar zul a zo deiz an Autrou souveren, dies dominica ; er c’honsideromp eta evel an deiz e pehini e tleomp guelet gant attantion, penos hon deus tremenet ar sizun, hac e pe stad en em gavomp dirac Doue. Ur zervicher carguet da brena ha da verza, a laca, aroc ma c’herru e væstr, urz-vâd en e gontchou : nî eo ar zervicherien carguet gant Doue da brena ha da verza, da lavaret eo, da lacat da dalvout an talanchou hac ar graçou hon deus recevet digant Doue : negotiamini donec veniam [1] ; consideromp eta, ispicial da zul, pe seurt commerç hon deus græt, var ar sizun, evit an êe ; da lavaret eo, pe seurt techou-fall hon deus toret, pe seurt vertuziou hon deus pratiquet ha petra hon deus græt evit Doue hac evit hor silvidiguez. Mar santomp eo brassoc’h hor c’holl egued hor gounideguez, pebes ræson evidomp d’en em humilia, da c’houlen pardon evit an amzer dremenet, da dostaat ous hor sacramanchou, ha da guemeret resolutionou-mâd evit an amzer da zont.

  1. [Luc. XIX, 13.]