Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/315

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
283
eil loden.



TEIRVET LODEN


Goulen ar pez-so comprenet er Bater hac an Ave.
————


VAR AR BATER.

Ar Bater a so ar gaëra hac ani excellanta eus an oll bedennou, abalamour ma eo hor Zalver en deus-hi græt ; abalamour ma tesq deomp petra a dleomp da c’houlen ha penos e tleomp en ober ; hac abalamour ma’z-eo ber hac æz da bep-unan da zesqui ha da gompren.

I. Hor Zalver pa oa var an douar a barlante alies d’e zisquibien eus an necessite da bedi, hac alies e pede e-unan en o fraesanç, ar pez a roas dezo occasion da c’houlen diganthan penos e tleïent pedi: Domine, doce nos orare ? [1] Pa bedot, emezan, c’hui a lavaro : hon Tad pehini-so en êe, hoc’h hano bezet santifiet, etc… Evel-se ar Bater a zo hanvet peden an Autrou souveren, oratio dominica, da lavaret eo, peden hor Zalver. Ne vouïemp quet ar fæçon da bræsanti hor requejou da Zoue ; piou eta a dleie en desqui deomp nemet e Vab propr, hor Zalver hac hon alvocad dirac e Dad eternel… Lavaret a dleomp ar Bater gant ur fizianç ar vrassa, rac petra ouffe un tâd-mâd da refusi da ur requet fontet var militou ha recommandation ur mab quen dîn ? Ha n’hon eus-nî quet an assuranç en deus roet deomp

  1. [ Luc. XI, 1.]