Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/313

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
281
eil loden.

ez-eo bet contet etouez ar griminalet, ha crucifiet etre daou laër : mar em eus ur c’holl bennac, pe mar doun dibourve eus a vadou an douar, e respont d’în penos ez-eo bet ganet en ur c’hraou, ha penos n’en devoa quet a beadrâ da reposi e ben : mar em eus ur glac’har bennac, e lavaro d’în penos epad e vuez ne dê quet bet un heur hep poan. Hoguen, piou eo an ini n’en em resolvo quet da souffr o velet, hac o compren quemen-ma ? Sant Augustin a assur penos n’en deus cavet remed-ebet a-enep goallou, poaniou ha displijaduresou ar bed-ma, quer galloudus evel ar zonch eus a bassion hor Zalver [1]… O vont hac o tont, hac en ur ober hon labour, en em occupomp eta eus ar zonch-ma : pa labourimp azezet, dalc’homp ur grucifi dirac hon daoulagad, ha sellomp outhi alies: en em guzomp etouez gouliou hor Zalver : pedomp ar gouliou divin-ma, evel quellies a c’hinou, da c’houlen pardon evidomp : dougomp ato varnomp ur groas-bennac : bouchomp alies dezi : he c’honsideromp evel banyel roue an armeou ; evel ar squeul dre behini e tleomp pignat en êe ; evel an alc’huez pehini a dle digueri deomp dor ar barados : en em laqueomp e stad da vervel gant hor Zalver, evit gallout ressuscita ganthan hac evelthan.

II. Ar vigil a reomp da vener ha da zadorn a zo bet ive instituet gant an Ilis, evit hon disposi da santifia-mâd ar zul.

An oll amzer a zo da Zoue, mæs ar zul eo an deiz ispicialamant consacret d’e zervich : en em zisposi a dleomp eta d’er zantifia hervez hor galloud. Sant Frances Borgia a bartage e oll amzer ê diou loden : ul loden a dremene oc’h en em

  1. […]