ma ho pezo ur feiz creoc’h, ur glac’har brassoc’h eus ho pec’hejou, ur garantez parfetoc’h evit Jesus-Christ. Caout a reot, amâ varlerc’h, actou fervant pere a ell ho sicour da excita en hoc’h ene, an devotion, ar santimanchou-mâd, an desirou santel hac an dispositionou-all requis evit communia gant milit ha gant frouez.
Songit ha credit parfet ez it da receo ar c’horf sacr hac ar goad precius eus a Vab Doue : ar memes pehini so bet ganet er c’hraou a Vethleem, pehini en deus souffret ar maro var ar groas evit hor pec’hejou ha pehini a so brema en êe leun a c’hloar, ha livirit : « Me a gred ferm, hep douetanç-ebet, ez an da receo en effet, corf, goad, ene ha divinite Jesus-Christ, guir vab Doue. »
Adorit Jesus-Christ gant ar brassa respet, oc’h en anaout evit ho crouer, ho redemptor hac ho mæstr souveren. Mar deu præsanç ur roue da inspira quement a respet d’e bobl, pebes respet na dlê quet da inspira deoc’h præsanç roue ar rouanez ! Livirit eta a greiz ho calon : « Me hoc’h ador,ô va Zalver, er sacramant eus an aoter ; c’hui eo va c’hrouer, va Doue, va mæstr, va Autrou, va roue ! »
Songit e perfectionou Doue, hac en ho miseriou hoc’h-unan : anzavit ne vilitit quet receo un Doue quer-bras ha quer-santel, ha livirit gant guirionez : « Pec’her ingrat, piou ez oun-me, da dostaat ouzoc’h, va Doue ! Ar zænt a so en ho præsanç, leun a respet hac a zoujanç. »