Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/31

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
xxvij
aroc ar gommunion.


Actou a Fizianç, a Garantez hac a zezir.

Grit guella ma ellot an actou ma, hac it da gaout Jesus evel un den clân da gaout e vedicin, evel un den affliget da gaout an hini a ell e gonsoli ; ha livirit en ur vont pe aroc flach diouz ho plaç : « Mont a ran eta, va Jesus, d’ho receo ! pa zoc-h tragarèzus. Ah ! va goalc’hit, me ho supli, gant ar goad eus ho pemp gouli ! A greiz va c’halon, va Doue, me ho car, hac ho caro bemdez ; abalamour ma vilitet dreist pep tra-oll beza caret ! Guerc’hes Vari, mam da Jesus, ha c’hui, va æl-mâd carantezus, deut va c’hundui d’ar banquet en deus d’în va Doue præparet ! »

GOUDE AR GOMMUNION.

Goude ma ho bezo communiet, en em dennit en ur plaç distro-bennac en ilis: adorit en ho calon Jesus-Christ, roue an êe hac an douar, ha goude beza evel-se en adoret er silanç, epad un nebeudic amzer, hervez ho tevotion, livirit an Tantum ergò hac an oræson Deus, qui nobis, evit trugarecât an tri ferson adorabl eus an Drindet ha gounit an induljançou. Evit supplei d’ar pez a vanq deoc’h, offrit ive da Zoue an oll actionou a c’hraç, an oll adorationou, an oll meuleudiou a zo bet, a zo hac a vezo rentet dezan gant an oll sperejou eürus en êe, ha gant an oll eneou zantel var an douar, ha livirit devotamant var ho taoulin :

O va Jesus, c’hui a zo en em offret antieramant evidon d’ho Tad eternel, hac hoc’h eus