Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/29

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
xxv
goude ar goession.

rouantelez an êe !… Guerc’hes santel, refuch ar bec’herien, etre ho taouarn eo e lacan ar resolution ferm am eus quemeret da veza da viquen fidel da Zoue : sicourit ac’hanon ha ne bermetit quet e collfen e c’hraç o coëza a nevez er pec’het ! va æl-mâd, pebez horrol n’ho poa-hu quet ouzin-me en amzer ma veven adversour da Jesus ! cousgoude, peguen indin-bennac e voan, hoc’h eus va sicouret da zortial eus ar stad deplorabl-se ; ah, me ho supli, continuit bepret da gaout sourci ac’hanon evit ne affeillin mui er pec’het ! Sperejou eürus, c’hui pere a jouis eus a c’hloar an êe, c’hui ispicial, va sant paëron ha sænt patronet va farres ha va bro, obtenit d’în ar c’hraç da berseveri er mâd evit ma celebrin gueneoc’h trugarez infinit va Jesus, epad an oll eternite ! Amen.




AROC AR GOMMUNION.

Communia a so receo hor Zalver hac hon Doue : action ebet eta santeloc’h nac importantoc’h ; mæs ive action-ebet ne c’houlen brassoc’h dispositionou. Laquit evez da brofani ar sacramant pehini a dle ho santifia ! Brassa goal-heur a ouffe erruout gueneoc’h eo ober ur goal gommunion ! Dibri hac efa a raffac’h ho condaonation, a lavar deoc’h an abostol sant Paul. Ar burete a goustianç a so requis evit ne reot quet ur gommunion sacrilach, mæs ne dê quet aoualc’h evit he renta util ha profitabl quement a ma tle beza, eme Dadou ar vuez spirituel: sul-vui en em bræparrot da receo ar sacramant-ma, sul-vui a c’hraçou a receffot ; cresgui a raint, dioc’h