Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/291

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
259
eil loden.


II. An intantionou gant pere e c’hoffr an Ilis ar sacrifiç santel eus an oferen da Zoue dre zaouarn ar belec, so ar beder-ma : 1° evit adori Doue ha renta dezan un homach hac ur zoumission parfet dleet d’e vajeste souveren evel d’ar mæstr ha d’an Autrou universel eus a guement tra-so ; 2° evit e drugarecât eus e oll vadoberou en hon andret hac en andret an oll generalamant ; 3° evit obteni diganthan pardoun quen evidomp hon-unan, quen evit ar re-all, memes evit hor brassa adversourien ; 4° evit goulen an oll graçou necesser deomp hon-unan ha d’an oll gristenien fidel, quen beo, quen maro ; rac-se an Ilis, er sacrifiç santel eus an oferen, gant corf ha goad Jesus-Christ, a offr c’hoas pedennou ar zænt ha dezirou an oll dud fidel ; en em offr a ra ive he-unan, evit lacat assamblez er sacrifiç-ma pedennou ar zænt, rac ma zint bet santifiet dre’r victim a offrer, ha dezirou ilis an douar hac ilis ar purcator, evit ma vezint sicouret pep-ini hervez he ezom. Cetu aze an intantionou e deus an Ilis oc’h offr an oferen da Zoue hac a dleomp da gaout hon-unan, pa assistomp enny.

III. Assista a dleomp en oferen pen-da-ben, gant respet, gant attantion ha gant devotion : integrè, dignè, attentè ac devotè.

Integrè : ret eo clevet an oferen pen-da-ben : gourc’hemen an Ilis eo : cleo devot ha pen-da-ben, bep sul, bep gouël, an oferen. Evit quemen-se eo necesser erruout abred ; chom en ilis epad an oferen ; lacat evez da dremen lod eus a amzer an oferen o cauzeal pe o cousquet : cetu perac an dud a erru, dre o faut, goude an Aviel, pe a zorti aroc communion ar beiec, a zisplich