Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/290

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
258
doctrin ar guir gristen.

partiet an eil diouz eguile a ræpresant [sic] maro hor Zalver, da lavaret eo, e voad dispartiet diouz e gorf ; ha gommunion ar belec a repræsant ar bez e pehini e voue laqueet corf hor Zalver epad ma oa e ene santel el limbou. Corf ha goad hor Zalver ne allont mui beza dispartiet goude e resurrection, o veza na dle mui mervel, mæs an disparti-se dre ar speçou hac etre ar c’homzou a bere en em zervich ar belec evit o c’honsacr, eo a repraæsant e varo petra-bennac ma en em gav antieramant dindan pep-unan eus ar speçou. An oferen ne de quet hepquen ur repræsantation, mæs ive ur gontinuation eus a zacrifiç ar groas ; rac ar memes Jesus-Christ en em offr e-unan var an auter eguis ma en deus en em offret var ar groas ; ne deus diffaranç-ebet etre an daou sacrifiç nemet ar fæçon d’o offr : Jesus-Christ en deus en em offret var ar groas en ur scuilla e voad, ha n’er gra quet var an auter. Petra-bennac m’en deus hor Zalver satisfiet da justiç Doue evit hor pec’hejou var ar groas, en em offr cousgoude ato bemdez var an auter evit continui ar memes sacrifiç a reconciliation, hac evit aplica bemdez deomp oll ar milit eus e bassion hac eus e varo. O veza var menez Calvar en deus græt ur binigen bublic evit hor pec’hejou, mæs evel ma c’hoffançomp Doue bemdez, en em laca c’hoas bemdez evel ur pænitant var an auter. Evel ma en deus goulennet var ar groas oc’h e Dad pardon evidomp-oll, e c’houlen ive bemdez var an auter ma vezimp pardonet : hac evel ma c’hoffras var ar groas ar prix eus e voad evit ar re veo hac ar re varo, evel-se en em offr c’hoas var an auter evit remission hor pec’hejou ha dilivranç an eneou eus ar purcator.