Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/292

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
260
doctrin ar guir gristen.

da Zoue, o veza ne glevont quet an oferen pen-da-ben, pe o veza ma en em gomportont-fall. Lavaret a ran, dre o faut, rac mar dê dre zurpren pe dre accidant eo en em gavont re zivezat, pe ez-int obliget da zortial, e c’hellont pedi en ur zont, pe goude beza sortiet, ha conta gant fizianç var drugarez an Autrou Doue pehini ne c’houlen digant an den nemet e c’halloud.

Dignè, gant respet : abalamour an oferen a zo an action ar zantella eus hon religion : en oferen e lenner pe e caner deomp comzou Doue, gant pebes respet na dleomp-nî quet eta o c’hlêvet, nac o miret en hor c’halon !... En amzer ar gonsecration e tisquen hor Zalver Jesus eus an êe var an auter, gant pebes respet na dleomp-nî quet en em gomporti en e dy hac en e bræsanç !... Var an auter, evel var ar groas, en em offr evidomp d’e Dad eternel ; gant peguer-bras respet na dleomp-nî quet eta en em offr hon-unan dezan, hac en em offr da Zoue ganthan ha dreizan evit anaout e c’halloud souveren varnomp-oll, e drugarecât eus e c’hraçou, obteni ar pardon eus hor pec’hejou, hac an oll zicourou a bere hon deus ezom evit en em zihoal ous ar pec’het en amzer da zont. En em dalc’hit eta, epad an oferen, en ur postur ar modesta : Doue r’ho præservo da veza, dre ho vaniteou hac ho paruriou immodest, un occasion a bec’het evit an dud fidel. Dihoallit ive mâd da veza evitho ur zuget a zistraction dre ho tisgourzou profan, dre ho musc’hoarz, ho sellou, ho scanvadurez, ar pez a ve quen control d’ar zantelez eus ar plaç e pehini en em gavit ha d’ar vajeste a Zoue, præsant var an auter. Ar groaguez hac ar maguerezet na dleont