bri eus ar c’hiq a vize bet immolet hac offret d’an idolou : visum est Spiritui Sancto et nobis ut abstineatis a suffocatis carnibus [1]. An Ilis a ordren pe a zifen, hirio evel neuse, pep-tra en hano Doue, o veza ma’z-eo bet, ma’z-eo ha ma vezo ato cunduet gant ar Speret Santel pehini, evit miret ne alfe en em drompla, en deus prometet chom gathi betec fin ar bed... Ur roue hac e vinistret o deus galloud da ober deomp ordrenançou ha gourc’hemennou ; piou a ell, gant ræson, refusi d’an Ilis ar memes galloud ? Mæs, eme c’hui, perac en deus an Ilis roet deomp gourc’hemennou, pa ze guir hon devoa diaguent gourc’hemennou Doue ? An Ilis, evel ur vam-vâd, e deus roet deomp he gourc’hemennou evit hor sicour ha desqui deomp ar fæçon da viret-mâd gourc’hemennou Doue. Dre exempl, obliget omp da adori Doue ; rac-se an Ilis e deus consacret goueliou ha ceremoniou evit enori ar mysteriou principala eus hon religion, hac evit enori ar zænt, o veza ma zint mignonet da Zoue... Doue a ordren deomp santifia an deiz consacret d’e zervich : rac-se an Ilis e deus choazet ar zul ha roet deomp da anaout ar fæçon d’e zantifia oc’h azista en ofiçou divin... Jesus-Christ en deus instituet sacramanchou evit hor zicour d’en em zavetei : rac-se an Ilis a verq deomp gant cals a zourci, an amzer e pehini e tleomp o receo... Doue a ordren deomp espia hor pec’hejou dre’r binigen : rac-se an Ilis a ordren deomp yun hac ober abstinanç a guiq e certen deiziou hac e certen amzeriou eus ar bloas. Evel-se an Ilis a zisquez deomp e pe fæçon e tleomp miret gourc’hemennou Doue. Quer-bras pec’het eo terri an eil evel eguile eus an oll gourc’he-
- ↑ [Act. XV, 28-29.]