Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/282

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
250
doctrin ar guir gristen.

reconcilla ganthan, ha da effaci an offanç hon deus græt dezan. Goude beza hor c’hunduet, evel divar bouez hon dorn epad hor buez, ha benniguet, goude hor maro, an douar e pehini e tisquen hor c’horf, e continu da bedi evidomp betec ar moment ma c’hantreomp e joa ar barados. An Ilis eta a zo hor mam, hac an Tadou zantel a lavar penos n’en devezo quet Doue evit tad, an ini n’en deus quet an Ilis evit mam : o veza hor mam, e deus galloud da gommandi deomp hac hon dever eo senti outhy… Hor Zalver Jesus a lavare guechal d’e ebestel : pep galloud a zo roet d’în en êe ha var an douar : me ho caç evel ma ez-oun va-unan digacet gant va Zad ; iit, instruit an oll nationou… An ini ho selaouo, am zelaouo, hac an ini ho tispriso, am dispriso [1]. An ebestel hac o successoret a recevas eta digant hor Zalver ar memes galloud en devoa recevet e-unan ; hoguen galloud hor Zalver en êe ha var an douar a oa absolu ha souveren ; rac-se ar guir Ilis he deus recevet diganthan ar galloud da ober deomp gourc’hemennou, ha nî a so obliget d’o miret, dindan boan da bec’hi marvelamant, da guëza en hæresi ha d’en em goll. Ar Sinagog pehini a oa ilis ar Yuzevien hac ar squeud hepquen eus ar guir Ilis, e devoa ar galloud da ober certen gourc’hemennou d’ar bobl-ma ; hac hor Zalver e-unan a ordrene senti ous ar pharisianet, abalamour, emezan, ma oant azezet e cador Moyses [2] ; hoguen ar guir Ilis a dle caout, hac e deus en effet, brassoc’h guir eguet an ilis-se eus al lezen ancien pehini ne oa nemet ur squeud hepquen : an ebestel a gomprene-mâd ar virionez-ma, pa zifennent, en hano Doue, dioc’h an dud fidel di-

  1. [Matth. XXVIII, 18-19.]
  2. [Matth. XXIII, 2-3.]