Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/284

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
252
doctrin ar guir gristen.

mennou-ma, dre bere Doue a ro deomp da anout e volontez, dreizan e-unan, pe dre e Ilis ; mæs na eller quet cench gourc’hemennou Doue ha dispansi anezo, eleac’h ma c’hell an Ilis dispansi eus ar gourc’hemennou e deus græt, ha memes o cench, mar er c’hav a propos evit gloar Doue.

————


QUENTA GOURC’HEMEN.


Ar gouëliou-berz a santifii,
Neuse pep labour a lezi.

An IIlis, dre’r gourc’hemen-ma, a ordren deomp santifia ar gouëliou-berz evel an deiz santel eus ar zul. Lavaret a ran ar gouëliou-berz, da c’houzout eo, ar re commandet gant an esquibien evel goueliou mirabl en o escoptiou. Hoguen ar gouëliou a santifier, evel ar zul, dre’n œuvrou-mâd ha dre’r beden ; hac a brofaner ive, evel ar zul, dre’n œuvrou servil ha dre’n œuvrou a voal exempl... Evel m’hon deus parlantet a guemen-ma oc’h esplica an drede gourc’hemen a Zoue, ne barlantimp brema nemet eus an daou seurt gouëliou pere a zelebrer dre oll ebars en Ilis catholic, da c’houzout eo, eus ar gouëliou instituet evit enori ar mysteriou principala eus a vuez hor Zalver, hac eus ar gouëliou instituet evit enori ar Verc’hes Vari hac ar zaent... Piou en deus o instituet? perac int bet instituet ?

I. Piou en deus o insituet : Doue e-unan en devoa guechal instituet certen gouëliou etouez ar Yuzevien evit digaç da zonch dezo eus ar burzudou en devoa græt en o andret. Evel-se gouël Pasq a zelebret e memor da dremenidiguez an æl pe-