Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/24

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
xx
goude an oferen.

bep hini eus a dri ferson an Drindet, evit o zrugarecaat eus ar graçou o deus græt deoc’h ; evit o fidi d’ho præservi dious ar pec’het, hac evit goulen outho ma ho recevint un deiz en êe evitho [sic] meuli da jamæs !

Ar Scritur sacr, o parlant eus ar Verc’hes santel, a lavar penos e conserve doun en he c’halon oll gomzou he Mab divin : heulliit he exempl, ha pezit sonch epad an deiz ha var ar sizun eus instructionou-mâd ho pezo clêvet da zul. Aroc sortial eus an ilis, laquit ar pez hoc’h eus clêvet hac ho puez tremenet dirac daoulagad ho feiz, evit guelet just e pe stad en em gavit dirac Doue : ne flachit quet aroc beza goulennet pardon, nevezet promessaou ho padiziant ha pedet Doue da rei deoc’h ar c’hraç, dre intercession ar Verc’hes sacr hac ho sænt patronet, da veva e peoc’h hac en union gant ho tud ha gant ho nessa, ha d’en em savetei assamblez gantho.

Ar profet Daniel o veza e captivite e Babylon, pell diouz ar guær a Jerusalem, e vro, en em laquee var e zaoulin, lies a vech en deiz, troet varzu an templ, evit pedi Doue : grit un drâ bennac henvel ; ma na ellit quet mont bemdez d’an oferen, o veza clân pe re hir dious ar bourg, pedit er guær en amzer ar sacrifiç divin, bemdez e c’hallit assista en oferen, da viana a speret, pa vez deut poent an oferennou, pa glêvit ar c’hloc’h o son, pe memes ne deus forç p’heur dious ar mintin, rac betec creiz-deiz ez eus ato un oferen-bennac o rên dre ar bed catholic. Ma ne allit quet memes mont var ho taoulin, songit e Doue en ur zont, en ur vont hac en ur ober ho labour, livirit: « Va Doue, en em unissa a