Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/25

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
xxj
goude an oferen.

ran a intantion gant ar belec hac ar re a asist er momet-ma en oferen, evit offr deoc’h va Zalver Jesus, ho Mab divin ; evit hoc’h adori a greiz va c’halon ; evit ho pedi da bardoni d’în va fec’hejou ; evit ho trugarecaat eus ho craçou ha goulen diganeoc’h ar re a bere em eus ezom evit en em santifia var an douar ha caout an heur d’ho meuli en êe !… »

Ar servicher lach en devoa recevet un talant digant an tad a famil, a youe condaonet, abala-mour n’en devoa quet e laquêet da dalvout ; pebes cont o devezo da renta da Zoue an dud-se oll pere, o veza tost d’an ilis, hac o challout assista bemdez en oferen, n’er græont quet dre ho faut ! Mez ho peffe, eme c’hui, o vont d’an oferen, var ar sizun, ar re all a rafe goab ac’hanoc’h : mæs goaperez an dud sot ne dleont quet ampech ouzoc’h da veza fur. Ber e cavit bepret hoc’h amzer : ia, mæs comprenit ne viot quet paouroc’h na berroc’h en ho labour, evit mont d’an oferen.

Sant Isidor a oa ul labourer douar, ur merour, pehini a assiste bemdez en oferen, aroc mont d’e labour, ha quement-se ne vire quet outhan da baëa e ferm, da ober mâd e labour ha da gaout c’hoas peadra da rei an aluzen d’ar beorien. Doue a recompanç ar re e zervich a galon-vâd, essaït hac e vuelot… Pedit Doue da zul ha da ouel, ispicial e mare an oferen-bred pehini a offrer evit oll dud ar barres, evit an dud so er guær, couls hac evit an dud so en ilis: ar belec, en oferen-ma, a recommand ac’hanoc’h da Zoue, oc’h e bedi da gaout sonch eus e zervicherien hac eus e zervicherezet, mæs ma na zongit quet hoc’h-unan e Doue ! en em zicourit eta, ha Doue ho