Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/23

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
xix
epad an oferen.


d’an Aviel diveza.

Sevel a ran, ô va Doue, evit adressi deoc’h e fin ar sacrifiç divin-ma, ar beden a reas gaechal an den coz Simeon : lezit bremâ, ô va Doue, ho servicher da vont e peoc’h, abalamour m’am eus guelet ar burzudou ar re vrassa eus ho trugarez infinit : da vouez ar belec, an êe a so bet digoret, Jesus a so bet disquennet var an auter hac en em immolet evit va silvidiguez, an ilis-ma a repræsante d’în ar barados , hac an azistantet fidel a oa dirac daoulagad va feiz an imach beo eus an dud eürus a so gueneoc’h en ho cloar! O velet var an auter an oan a effaç pec’hejou ar bed, hac oc’h en em zantout coupabl va-unan, em eus scoet var va feultrin evel ar publican, hac hoc’h eus bet truez ouzin. O Doue, pebez madelez eus ho perz ! mæs ive pebes goal-heur evidon, ma coëssen a nevez er pec’het ! N’er permetit quet, ô va Doue ; er c’hontrol, roit d’în ar c’hraç da vale gant fidelite ar rest eus va buez en hent eus ho c’hourc’hemennou ! ia, va Doue, ar c’hraç da veva ha da vervel en ho carantez !

goude an oferen.
Avisou-mâd var sujet an oferen.

Ar belec goude an oferen a dremen ur maread amzer o trugarecaât Doue : grit ar memes trâ ; ne zortiit guet cus an ilis hep trugarecaat Doue eus ar bonor hoc’h eus bet da assista er sacrifiç divin, hac eus ar graçou hoc’h eus recevet hoc’h-unan. Evit quemen-se , ma n’ellit quet ober guelloc’h, livirit teir Phater ha teir Ave, Maria en enor da