Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/204

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
172
doctrin ar guir gristen.

coz-ma, nemet ur pastor-dênved, ha ma oa uset ha torret gant ar gozni, e vab en recevas evel pa vize bet ur prinç ; ha goude beza quemeret sourci mâd anezan epad e yec’het hac e glênvet diveza, e reas caç e gorf, goude e varo, da zouar Cana, evel m’en devoa desiret, ha gant ar memes pomp hac ar memes enor evel pa vije bet unan eus a brincet an Ægypt. Guelit brema a c’hui a heuill an exempl-ma hervez ho stad hac ho c’hondition. Allas, en amzer drist e pehini e vevomp e veler, siouas ! cals a vugale o ræsoni oc’h o zud en o bisach, o tizenti outho, o tisprisout o avizou hac o rebech dezo o sempladurez, o nebeud a speret hac o c’hozni… Quemen-se a zo guir, eme c’hui, mæs va zad ha va mam ne reont netra a guement a alfe va lacaat d’o c’haret ha d’o respeti : ne roont repos-ebet d’în : ne velan enno na furnez, na doujanç Doue, penos eta e c’halfen-me caret ha respeti tud pere ne vilitont nemet cassoni ha disprijanç ? Ha pa na ve quen mâd enno nemet an henvelidiguez o deus oc’h Doue, dre’r galite a dad hac a vam, e tleit o c’haret hac o respeti : considerit en o fersonach hor Zalver Jesus-Christ pehini a vilit, hep douetanç, ho carantez hac ho respet. Sul nebeutoc’h a ræson hoc’h eus d’o respeti, sul-vrassoc’h ez-eo ho feiz, oc’h en ober, ha sul-vui a vilit ho bezo. Ne deus souez-ebet, pa deu ur c’hrouadur da garet, da respeti ha da enori un tad pehini a vêl istimet gant an oll abalamour d’e furnez ha d’e vertus, ar ræson hepquen hon doug d’en em zoumeti da ur seurt tad, mæs pa respeter un tad hac ur vam e pere e veler mui a zroug eguet a vâd, mui a ræson d’o c’hassaat eguet d’o c’haret, neuse e tisguezer eo evit Doue