Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/205

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
173
eil loden.

e labourer. Mar cavit hoc’h eus brema cals da souffr gantho, songit o deus bet mui da souffr gueneoc’h, hac enorit-o, da viana abalamour da Zoue.

IV. Obliget oc’h c’hoas da oboissa dezo e pep-tra, hervez Doue : Bugale, eme an abostol, oboissit d’ho tadou ha d’ho mamou, e quement a so hervez Doue, rac an dra-ze a so just [1]. Ar Scritur a lavar : e quement-so hervez Doue, rac ma c’hordrenfent un dra-bennac control da lezen Doue, e tlêfac’h lavaret evel sant Per d’ar Yuzevien pere a zifenne outhan breseg Jesus-Christ : guelloc’h eo oboissa da Zoue eguet d’an dud [2]. Ne dê quet avoalc’h c’hoas senti outho, ret eo ive senti prontamant ha gant joa, ha non pas o vurmuli na dre gontragn : hilarem datorem diligit Deus [3]. Oboissit dezo evel da Jesus-Christ, ha respetit enno ar galloud o deus recevet da gommandi deoc’h, hac e vezo hoc’h oboissanç recompanset caër en êe. Mæs, allas! pa lavar o zud da zerten bugale mont dû-ma pe dû-hont, ober an drâ-ma pe an drâ-hont, e respontont alies : it hoc’h-unan: grit hoc’h-unan, mar quirit. Goab a reont ive eus ho zud pa recommandont dezo lavaret o fedennou diouz ar mintin ha diouz an nos ; mont abred d’an ofiçou ; tostaat alies oc’h o sacramanchou ; lacat evez d’en em gaout e certen compagnunezou, en dansou hac e certen assambleou-all difennet. Mæs petra erru gant ar seurt bugale disent ha direspet ? Coler Doue a zisquen varnezo, n’o deus alies honor-ebet, ha peurvuia e reont goal-fin.

V. Assista a dleomp ive hon tadou hac hor mamou en o oll-ezomou, quen spirituel quen

  1. [Eph. VI, 1.]
  2. [Act. V, 29.]
  3. [II. Cor. IX, 7.]