Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/203

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
171
eil loden.

va mab, eme sant Ambroas [1], petra ne dleit-hu quet d’ar vam he deus roet deoc’h ar vuez ? Songit er boan he deus bet oc’h ho touguen, oc’h ho quenel hac oc’h ho mezur ! nac a ambaras ! nac a zourci ! nac a nec’h ! Considerit, eme ar memes doctor [2], an tad paour-se, ha guelit peguement e labour ! distrempa a ra an douar gant ar c’huësen eus e dall ! en em exposi a ra d’ar rusta amzer, en em gonsumi a ra dre garantez evidoc’h, evit ho sicour en amzer bræsant, hac evit lezel un dra-bennac gueneoc’h var e lerc’h ! ha possubl eo [e] refusac’h dezan ho carantez !

III. Ar memes obligation hon deus d’o respeti : respetit, eme Zoue, ho tadou hac ho mamou, dre hoc’h oberou, dre ho comzou ha dre bep seurt patiantet, evit ma roint o henediction deoc’h ha ma chomo gueneoc’h betec fin ho puez : servichit anezo evel ho mistri, p’o devezo ezom ac’hanoc’h… Mar dint paour, oaget, sempl pe a voal humor, e renquer dihoal d’o disprisout : pe seurt defaut-bennac o deus e tleomp caout memor penos ez-int ato hon tadou hac hor mamou. Selaouomp ar guentel gaër a ro ar Speret Santel d’an oll vugale : va mab, emezan, soulagit ho tad en e gozni ha grit e joa hed e vuez : n’en disprisit quet evidoc’h da veza galloudussoc’h evithan [3]… Consideromp c’hoas ar pez a lavar deomp ar Scritur eus a Joseph [4] : ar patriarch santel-ma o veza deut da veza mæstr eus an Ægypt hac ar c’henta goude ar roue, o c’houzout e oa erru Jacob e dad d’e gaout, en em hastas da vont d’e ziguemeret, hac o veza er guelet o tostaat, e tisquennas pront divar e gar evit mont d’e vriata gant cals a joa hac a respet ; rac, petra-bennac ne oa an den

  1. […]
  2. […]
  3. [Cf. Eccli. III, 14-15.]
  4. [Gw. Gen. XLVI, 28 sqq.]