Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/189

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
157
eil loden.

an dud fidel etouez pere en em gavont : ar re a so obliget da vont d’an oferen vintin, pe memes da chom er guær, o veza clân, pe o caout ur ræson-all bennac legitim, a dle unissa o intantion gant intantion an Ilis, ha pedi, hervez o galloud en o farticulier o-unan, mæs ispicial epad an oferen-bred ; rac an oferen-ma a vez ato lavaret evit oll dud ar barres pere a vez neuse recommandet da Zoue gant ar belec : ho pezit sonch, ô va Doue, eus ho servicherien hac eus ho servicherczet : Memento, Domine , famulorum, famularumque tuarum [1]. Epad ar sacrifiç divin-ma, Doue a scuill e venedictionou ar re abondanta var ar re a vez disposet-mâd, hac o goulen a greiz o c’halon... Mæs pe seurt graçou a recevo an dud-se pere a dremen an amzer santel eus an ofiçou divin o cousquet, o c’hoari, o cauzeal, o trouc-preseg, pe o cometi c’hoas pec’hejou brassoc’h en davarn pe un tu-bennac-all e goal gompagnunez ! allas, eleac’h militout ha receo benedictionou Doue, e vilitont hac e tennont varnezo, var o zud ha var o bro, e goler hac e vallos : noluit benedictionem et elongabitur ab eo ! [2]... Tadou ha mamou, mistri ha mæstrezet, roit er poent-ma ive an exempl-vâd d’ho bugale ha d’ho tomestiquet ; pa viot bet en oferen-vintin, serrit-clos dor ho ty e mare an oferen-bred hac e mare ar gousperou : livirit d’ar re a renq chom d’ho sicour da ober al labour necesser : deut eo poënt an oferen ; brema hor Zalver carantezus a zo o vont d’en em offr evidomp d’e Dad eternel dre zaouarn ar belec ; en em offromp hon unan da Zoue : unissomp hor pedennou gant pedennou ar belec ha gant pedennou ar re a zo a veuli Doue en ilis : pedomp oll assam-

  1. [Canon Missæ.]
  2. [Ps. CVIII, 18.]