Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/188

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
156
doctrin ar guir gristen.

etouez ar re en em assamblo da bedi en e hano : ubi sunt duo vel tres congregati in nomine meo, ibi sum in medio eorum [1]. Evit an oferen vintin hac ar gousperou, e c’haller mont d’an ilis tosta, pa vez veritablamant re-hir, pe re ziæz dont d’an ilis parres… Goude beza assistet-mâd en ofiçou divin, grit an oll œuvrou a drugarez a zo en ho callout ; mæs aroc pep-tra, examinit-mâd ho coustianç ha guelit penos hoc’h eus tremenet ar sizun : ar zul a zo un deiz a repos, en em reposit eta, evit guelet e pe stad en em gavit dirac Doue : mar en em zantit coupabl eus a ur pec’het marvel bennac, grit pinigen ac’hanoc’h hoc’h-unan ha ne zaleit quet da vont d’en em reconcilia gant Doue dre ur goession-vâd : ispicial grit ho possubl evit en em zizober eus ar pec’hejou e pere hoc’h eus, siouas ! an accustumanç da cuëza… Grit ive scol d’an dud ignorant particulieramant da dud ho ty : bizitit ar re glân, consolit an dud affliget : grit an aluzen d’ar paour ha dre bræferanç d’ar beorien mezus… Permetet eo en em recrei da zul ; quemeret a ellit eta ur recreation honest hervez custumou meulabl ho pro, mæs ar recreation se ne dlê quet beza re-hir, abalamour d’an obligation hon deus da santifia an deiz consacret da Zoue dre hon œuvrou-mâd, hac ive dre’r beden.

II. Red eo pedi e pep amzer, a lavar deomp ar Speret Santel : orate omni tempore [2] ; mæs ar zul a zo, ispicial, un deiz a oræson hac a beden, abalamour ma’z-eo, dreist an oll deiziou-all, an deiz consacret da zervich Doue : an dud a ell assista en ofiçou divin, a dle eta pedi a greiz o c’halon, assamblez gant minislret ar religion, ha gant

  1. [Matth. XVIII, 20.]
  2. [Cf. Eph. VI, 18 : orantes omni tempore in spiritu.]