Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/190

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
158
doctrin ar guir gristen.

blez, pedomp an eil evit eguile, evit m’en devezo Doue truez ouzomp ha ma c’haccordo deomp ar graçou a bere hon deus ezom. Tremenit neuse amzer an oferen o pedi assamblez gant tud ho ty, pe oc’h ober ul lectur devot bennac hac o parlant eus a Zoue d’ho tud : ar memes tra a dleit da ober e mare ar gousperou. Mar cavit diæz pedi abalamour d’an droug a ra, ha d’al labour a ro deoc’h ho bugale, da viana, desquit dezo ho fedennou, ha parlantit dezo eus a Zoue ; livirit : deut eo, bugaligou, ar moment da bedi an ini en deus ho crouet : sellit ous an êe, eno ema an Doue en deus roet deoc’h ar vuez ; an Doue en deus ho prenet gant ar pris eus e voad, hac en em offr evidoc’h er moment-ma var an auter : ni ho car, bugaligou, mæs guel eo ganeomp ho guelet o vervel eguet ho guelet oc’h offanci an Doue-se infinimant-mâd hac infinimant dîn da veza caret.

Cetu a ze ar guentel-gaër a roe mam ar Machabeanet ha mam Louis IX eus an hano, d’ho bugale pere a zo hirio sænt bras er barados : evel-se e tleit en em santifia hoc’h-unan evit gallout ive santifia ho bugale : sanctifico me ipsum, ut sint et ipsi sanctificati in veritate [1]… Mar hoc’h eus bolontez-vâd, an amzer ne vanco quet deoc’h : etouez ho labourou ar re izella memes en apparanç, netra n’hoc’h ampech da zevel ho calon varzu Doue ; ar profet David a bede al loened hac an oll draou crouet da veuli Doue assamblez ganthan. Sant Giles, o consideri an tân a rêa er gueguin , a bede continuelamant an Autrou Doue d’er præservi eus a dân an ifern a behini tân ar bed-ma ne dê nemet ar squeud… Pa vezo ho tro da vont d’an oferen-bred, avertissit-mâd ho pugale hac ho

  1. [Joan. XVII, 19.]