Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/145

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
113
eil loden.

dre fæçon, madelez Doue, e bromessaou ha militou hor Zalver a zo evel an tri biller var bere e repos hon esperanç, ha pere hor zao varzu Doue pehini ne fell quet dezan maro ar pec’her, mæs e gonversion hac e silvidiguez. Rac-se, an abostol, a c’halv an esperanç eor crên hac [a] assur an ene [1]. Eguis ul lestr pehini o veza var ur mor courroucet a dol a eoriou evit gallout dre o moyen en em zerc’hel dizanger en despet da fulor ar mor, evel-se hon esperanç pehini hon deus dija tolet en êe hon dalc’h ferm var ar mor rust eus ar bed-ma, a-enep an avel eus an dentation hac a vir na yeomp da goll. Nep en deus un esperanç-vâd, a laca e oll fizianç e Doue, ha non pas ennan e-unan nac en dud, hac a zo evel ur garrec e creiz ar mor : ne deus netra capabl d’e zigourachi, nac ar gourdrouzou, nac ar promessaou, nac ar vuez, nac ar maro. Hac e falfe da Zoue ober d’in mervel, eme an den zantel Job, me am bezo ato esperanç ennan, ato em bezo em c’halon ar fizianç am eus penos ez-eo va Zalver : etiamsi occiderit me, in ipso sperabo [2]. Va foan a zo bras, eme an abostol, mæs va esperanç a zo brassoc’h, o veza ma c’houzon evit piou em eus labouret, ha ma credan parfet ez-eo galloudus avoalc’h evit va recompansi hervez va œuvrou [3]. Clevit sant Laurans var ar c’hrill, an daou-uguent merzer var ar scorn, hac un niver-bras a zænt-all e creiz ar brassa tourmanchou : petra ro dezo quement a gourach ? O esperanç, eme ar Scritur, a zo leun a immortalite : spes illorum immortalitate plena est [4].

3° Mæs na ellomp quet esperout gant fizianç ar vuez eternel nemet gant ar sicour eus a c’hraç Doue, hac e condition ma labourimp hon-unan

  1. [Cf. Heb. VI, 19.]
  2. [Job XIII, 15.]
  3. [Cf. II. Tim. I, 12.]
  4. [Sap. III, 4.]