Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/144

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
112
doctrin ar guir gristen.

quet têvel hep dishenori Doue ha rei goal exempl d’an nessa : ret eo, eme an abostol, credi a galon, evit beza justifiet hac ober profession eus ar pez a gredomp evit beza zalvet : corde enim creditur ad justitiam, ore autem confessio fit ad salutem [1]. Piou-bennac, eme hor Zalver, am dizanavezo dirac an dud, me o dizanavezo ive dirac va Zad pehini so en êe [2]… Inutil eo deomp c’hoas caout ar feiz en hor c’halon hac he disquez dre hor c’homzou, ma na gonformomp quet hor buez d’hor feiz dre hon œuvrou-mâd : rac, evel a lavar sant Jacques, petra servicho, va breudeur, da unan-bennac lavaret en deus ar feiz, ma n’en deus quet an oberou ? Ar feiz hep an oberou a zo ur feiz varo : fides sine operibus mortua est [3]. An drouc-sperejou a gred hac a guntunu da ober an drouc ; allas, an dud ne zisquezont quet o feiz dre o oeuvrou, a ra eveltho. Credomp eta, a greiz hor c’halon, ha conformomp hor buez d’hor c’hreden.

III. Adori a rêr Doue dre’n esperanç : an esperanç a zo ur vertus dreist-natur, dre behini e c’hesperomp, gant fizianç, ar vuez eternel dre c’hraç Doue hac hon œuvrou-mâd.

Ur vertus dreist-natur ha theologal eo evel ar feiz, da lavaret eo, digant Doue pehini a zo ive he c’henta objet : rac quement a esperomp er bed-ma, na dleomp en esperout nemet er guel a Zoue, pa na zeus nemetân hac a alfe hon renta realamant eürus o rei deomp an heur d’er possedi.

Esperout a reomp gant fizianç ar bossession a Zoue, pa’z-eo fontet hon esperanç var e vadelez hac e c’halloud, e fidelite da accomplissa e bromessaou ha militou hor Zalver Jesus-Christ ;

  1. [Rom. X, 10.]
  2. [Matth. X, 33.]
  3. [Jac. II, 14, 20, 26.]