Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/146

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
114
doctrin ar guir gristen.

evit en em zavetei. Hac evel ma tleomp caout aon ne lacaemp un ampechamant-bennac dre hor faut, an abostol sant Per hon avertis da ober hor silvidiguez gant aon ha gant spount : cum metu et tremore salutem vestram operamini [1]. Rac, eme sant Augustin [2], nep a esper hep aon a zo neglijant, hac an nep a grên hep esperout, a goll courach : danger a zo eta evidomp a bep-tû, o c’hesperout-re, hac o chom hep esperout avoalc’h : evel-se e pec’her, ispicial, e diou fæçon, a-enep an esperanç christen : dre bresomption ha dre zizesper.

1° Dre bræsomption, o credi e c’halfemp en em zavetei dreizomp hon-unan, hac o chom hep en em zicour, o conta-re var an drugarez a Zoue. Credi e c’halfemp ac’hanomp hon-nan ober hor silvidiguez e ve dislavaret an abostol : na ellomp netra hep ar sicour a Zoue [3] ; credi e c’halfemp en em zavetei dre hon ners hon-unan a zo un hæresi condaonet gant an Ilis e personach Pelach hac e gonsortet. Cuëza a reomp er pec’het-ma pa fiziomp-re varnomp hon-unan : Samson ha sant Per a zo exemplou trist eus ar virionez-ma : Samson, o conta-re var e ners bras en devoa recevet, a guëzas etre daouarn ar Philistinet ; ha sant Per, goude promessaou re-bompus, ha goude beza dre e faut en em gavet ha chomet re-ir e goal gompagnunez, a deuas da nac’h e vestr. Anzavomp eta penos ac’hanomp hon-unan ne domp capabl a netra en urs eus ar silvidiguez ; tec’homp diouz ar goal occasion ; prætanti cbom er goal occasion ha chom hep pec’hi, a zo prætanti chom en tân hep mervel, bale var ar glaou beo hep lesqui planten hon treid, da lavaret-eo, prætanti

  1. [Phil. II, 12 (neket s. Per).]
  2. [Ps.-Aug., Sermo X ad Fratres in eremo.]
  3. [II. Cor. III, 5.]