assamble eus an oll esquibien eus ar gristenach galvet gant ar pap evit en em gaout en ur plaç merquet, da zeliberi ha da varn assamblez ganthan pe gant tud-all eus e bers, var un poënt bennac eus ar feiz pe a reglennou an Ilis. Ur c’hon-cil national a zo composet eus a oll esquibien un nation pe ur rouantelez, hac ur c’honcil provincial eus a oll esquibien unan pe meur a brovinç. Tud-all, ouspen an esquibien, a ell beza galvet da assista en ur c’honcil, mæs an esquibien hepquen o deus guir da varn : ar re-all n’o deus quen galloud nemet an ini a recevont digant an Ilis. Decisionou ur [sic] c’honcilou general, e matier a feiz, a zo difaut absolu ; decisionou ar c’honcilou-all a zo ive, pa vent recevet gant an Ilis universel. Decisionou an oll goncilou a zo ato sûr, o veza fontet var ar Scritur sacr, da lavaret eo, var gomzou Doue scrivet dre inspiration ar Speret Santel ; var an dradition, pe var gomzou Doue erruet betec ennomp eus an eil d’eguile heb beza scrivet ; var bratic an Ilis, pe var ar pez a zo bet ato credet hac heuillet gant an dud fidel ; var autorite Tadou zantel ha doctoret an Ilis, pere o deus credet ha desquet d’ar re-all ar memes guirionezou. Un diffaranç-vras so etre Tadou santel ha doctoret an Ilis ; Tadou santel an Ilis, ouspen ma voant ive doctoret, a zo bet c’hoas sænt, ha beleyen pere o deus bevet aroc fin an daouzec canvet : sant Bernard pehini a gonsiderer evel an diveza a Dadou an Ilis, a veve en daouzec canvet. Dre zoctoret an Ilis e c’hententer an dud habil, beleyen pe re-all pere o deus sicouret an Ilis dre o sclerigen hac o sperejou caër : Tertulien, Origêen ha sant Prosper a zo contet etouez doctoret
Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/142
Neuz