Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/141

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
109
eil loden.

santel ha mâd, mar o deus descadurez avoalc’h, ha mar greont ar pez a ra an Ilis en ur rei ar vadiziant. An Ilis bepret cunduet gant ar Speret Santel, a vir didach an dradition evel ar Scritur sacr : evel-se eus a guement a ouzomp da anaout dre voyen an dradition, ne greder hirio en Ilis, nemet ar pez a grede an ebestel hac an oll gristenien guenta.

An Ilis a zo un assamble eus an oll gristenien fidel gouarnet gant ar pap ha gant an esquibien. Diffaranti a rêr en Ilis ar bastoret hac an dênved, da lavaret eo, ar re a zo carguet eus a berz Doue da instrui, hac ar re a zo o dever selaou ha senti. Doue en deus lavaret d’ar re en deus carguet d’hon instrui, da c’houzout eo, d’ar pap, d’an esquibien, d’ar bastoret ba d’an oll veleyen aprouet : it, instruit an oll nationou ; badezit anezo en hano an Tad, hac ar Mab, hac ar Speret Santel ; desquit dezo guement am eus gourc’hemenet deoc’h [1] ; gant aon n’en em dromplach, me a chomo gueneoc’h betec fin ar bed : ar Speret Santel a instruo ac’hanoc’h e-unan hac a inspiro deoc’h pep guirionez : ille vos docebit et suggeret omnia [2]. Doue en deus lavaret ive d’ar re a zo o dever selaou ha senti : oboisset d’ar re am eus carguet d’o cundui, laquit evez da enebi outho, rac beilla a reont varnoc’h evel tud pere a renco renta count ac’hanoc’h [3].

Pa zao un difficulte-bennac etouez ar gristenien, e matier a feiz, pe en ur poënt-all bennac, an Ilis a droc’h an difficulte-ze dre sicour ar pap, pe ive dre zicour unan-bennac eus an esquibien, pe autramant dre zicour ur c’honcil general, national pe brovincial. Ur c’honcil general so un

  1. [Matth. XXVIII, 19.]
  2. [Joan. XIV, 26.]
  3. [Heb. XIII, 17.]